
Film Chabrol, diwar levr Jakez Helias, advouezhiet e brezhoneg.
Pour avoir une version française, survolez le picto situé près de chaque texte.
Ur gevredigezh (lezenn 1901) eo Dizale, sikouret gant Kuzul rannvro Breizh.
Tud a-vicher a vez gopret ganti hag arbennig int war ar produiñ e brezhoneg
n'eus forzh peseurt doare oberenn.
Ezel eo Dizale deus Films en Bretagne ha Kuzul Sevenadurel Breizh
Tamm-ha-tamm e
klask Dizale sevel ur gwir dakad produiñ e brezhoneg. E penn kentañ 2006
eo bet advouezhiet ar c’hentañ film sinema e brezhoneg ganeomp.
Sevenet oa bet gant ar memes skipailh tud a-vicher ur bern produksionoù all
: tresadennoù-bev, rummadoù skinwel ha telefilmoù.
Barrek eo ar gevredigezh da respont da n’eus forzh peseurt ezhomm a
zo evit ar chadennoù skinwel da geñver an advouezhiañ pe
an istitlañ.
Met ouzhpenn respont d’an ezhommoù e fell deomp krouiñ ivez...