Keleier



Boulc'het eo troiad sinema 2009 !

Warelene e oac'h bet 6500 o tont da welet Patoenn ha Bugel e gloc'hig e 50 lec'h bennak. Spi hon eus e voc'h niverusoc'h evit "Kie" ha "Laban"...


• Blake & Mortimer

• DVD Ken Tuch !

Pour avoir une version française, survolez le picto situé près de chaque texte.

t Kie ar bikez vihan

Buhez ordin ur plac'hig eizh vloaz, e karter poblek Osaka.

--> sellet

t Laban an tasmantig

N'eo ket aes bezañ un tasmant pa vezer spontet gant an denvalijenn...

--> sellet

t Blake & Mortimer

E kreiz ar bloavezhioù 1950 emañ ar c'hapiten Blake hag ar c'helenner Mortimer o vont a-enep d'ar c'horonal Olrik, o enebour touet.

--> sellet

Dizale

Ur gevredigezh (lezenn 1901) eo Dizale, sikouret gant Kuzul rannvro Breizh.
Tud a-vicher a vez gopret ganti hag arbennig int war ar produiñ e brezhoneg n'eus forzh peseurt doare oberenn.

Ezel eo Dizale deus Films en Bretagne ha Kuzul Sevenadurel Breizh

Produiñ e brezhoneg war dachenn ar c’hleweled.

Tamm-ha-tamm e klask Dizale sevel ur gwir dakad produiñ e brezhoneg. E penn kentañ 2006 eo bet advouezhiet ar c’hentañ film sinema e brezhoneg ganeomp. Sevenet oa bet gant ar memes skipailh tud a-vicher ur bern produksionoù all : tresadennoù-bev, rummadoù skinwel ha telefilmoù.

Barrek eo ar gevredigezh da respont da n’eus forzh peseurt ezhomm a zo evit ar chadennoù skinwel da geñver an advouezhiañ pe an istitlañ.

Met ouzhpenn respont d’an ezhommoù e fell deomp krouiñ ivez...

mennegoù hervez lezenn